Hep frankiz peoc’h ebet, ul levr nevez embannet .

1916levrebrezhoneg

Il y a cent ans, au mois d’avril 1916 a eu lieu « l’insurrection de Pâques » en Irlande. Des centaines de personnes trouvèrent la mort à Dublin en combattant contre le pouvoir britannique. Six ans plus tard, en 1922, l’indépendance de la république d’Irlande fut proclamée.

Ce combat a été un exemple et une source de réflexion pour de nombreux Bretons. L’Irlande est le seul des six pays celtiques a recouvrer, en partie, son indépendance. Cet ouvrage intitulé « Pas de paix sans liberté » regroupe des textes et des traductions d’auteurs connus qui au cours du siècle écoulé ont donné leur point de vue.

Maison d’édition: Mouladurioù Hor Yezh , 13,00 € .

Kant vloaz ‘zo e c’hoarvezas « Éiri amach na Cásca » en Iwerzhon, da lavarout eo Emsavadeg Pask, un darvoud a voe a-bouez bras evit kas an Enezenn c’hlas war hent an dizalc’hiezh da vat. Perak lidañ an emsavadeg-se en hor bro, avat?

Abaoe penn-kentañ Emsav Breizh, da nebeutañ, hag evit kalz ac’hanomp, eo bet Iwerzhon ur skouer en hor stourm. Splann e oa bet displeget gant Pêr Denez en ur pennad (kinniget amañ da heul, ha kreñvaet gant ur pennad all, nevesoc’h, diwar-zorn Alan Heussaff) ouzhpenn hanter-kant vloaz ‘zo, ha moarvat e chom ken gwir all hiziv an deiz. Dre-se ne c’hellomp-ni, Breizhiz, nemet lidañ an darvoud brasañ en Emsav Iwerzhon evit derc’hel soñj ha derc’hel da vont gant hon hent.

Nouspet doare warn-ugent a zo da gomz eus darvoudoù istorel avat, dreist-holl pa vezomp ken arouezius. N’eus nemet teurel ur sell ouzh an holl ouelioù, prezegennoù, abadennoù, hag all, a vo aozet a-hed ar bloaz-mañ en Iwerzhon. Petra eo mennad al levr-mañ eta, petra a vo kinniget d’al lenner?

Da gentañ ez eus fellet deomp diskouez pegen puilh eo mammenn ar skridoù brezhonek, en ur zibab skridoù bet embannet dija e-barzh kelaouennoù pe gazetennoù. Ne vo ket kavet skridoù savet a-ratozh evit al levr-mañ, na troidigezhioù nevez (war-bouez hini an disklêriadur). An holl skridoù a zo bet skrivet e brezhoneg war-eeun, pe a-wechoù troet e brezhoneg ur pennad mat a zo. Ha talvoudus-kenañ eo splujañ er skridoù brezhonek-se, pa gaver drezo roud eus istor ar preder e brezhoneg ivez.

Kavet e vo da gentañ pennadoù evit kenteliañ ar vrezhonegerien, ma vefe ezhomm, war istor Iwerzhon. Mat eo kaout ur sell hollek a-raok studiañ ar munudoù.

Da c’houde e vo kavet meur a bennad bet skrivet da vare an darvoudoù en hor c’hazetennoù brezhonek. Gwelout a raio al lennerien penaos e veze sellet ouzh ar freuz o ren en tu all da Vor Breizh, e-kreiz ar Brezel Bed Kentañ. Goude ma oa ar Vretoned etre enebiezh hag etremar, evit doare, e klaskent kompren abegoù don an taol-dispac’h evelato. Er c’heñver-se e oant tostoc’h ouzh ar wirionez eget ar c’hazetennoù saoznek pe gallek, hep mar ebet. Ha gwelet e vo ivez penaos ec’h emdro ar sell war an istor e-doug ar bloavezhioù, er pennad skrivet tri-ugent vloaz war-lerc’h gant unan eus ar Vretoned a anaveze ar gwellañ Iwerzhon. Sellet e vez ouzh an dispac’herien evel harozed gant kalz muioc’h a dud bremañ eget a-raok, gwir eo. En Iwerzhon, hag e broioù all, hon hini da gentañ.

Lakaat hol lennerien da anavezout gwelloc’h an dispac’herien-se eo a felle deomp ober ivez. Kinniget e vo dreist-holl buhez ha mennozhioù an daou zen o deus levezonet ar muiañ hon Emsav, e doareoù disheñvel: Pádraig Mac Piarais ha Séamas Ó Conghaile. E-touez ar seizh den o doa sinet disklêriadur ar Republik e 1916 e oant. Roet e vo ivez un tañva eus ar pemp siner all. Ha kavet e vo en diwezh ur pennad diwar-benn un den brudet en doa kemeret ur perzh dibar e Emsavadeg Pask 1916: Ruairí Mac Easmainn.

Gant al levr-mañ e c’hello an darvoud meur, koulz hag istor Iwerzhon dre vras, bezañ anavezet ha studiet gant hol lennerien, er gêr pe er skolioù, dre hor yezh penn-da-benn. Ha talvoudus e vo c’hoazh awen Iwerzhon evit hor bro? Den ne oar; abaoe 1916 omp bet levezonet gant kalz broioù, diouzh darempredoù ha plijadurioù an emsaverien vrezhonek: Kembre, Skos, met ivez Bro-Euskal, Flandrez, Galiza, Katalonia, Korsika… Skoulmet e vo darempredoù nevez, hep mar. Ar pezh a zo sur avat eo e c’hell ar ouiziegezh hag an arzoù lakaat ac’hanomp da dostaat ouzh ar wirionez, ar rezid hag ar reizhded. Dalc’homp soñj eta.

Aleksandr ar Gall

 

Publicités

Laisser un commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l'aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Photo Google+

Vous commentez à l'aide de votre compte Google+. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l'aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l'aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

w

Connexion à %s