Istor Emsavadeg 1916 e Skol an Emsav

Easter1916Roazhon

D’ar Gwener 25 a viz Meurzh e Skol an Emsav, da geñver Tavarn Vrezhonek, e oa bet dalc’het ur brezegenn e brezhoneg gant Denez Marchand (bet ezel eus ar gevredigezh “Solidarité Irlande”) diwar-benn istor Iwerzhon ha dreist-holl istor Emsavadeg 1916 e Dulenn. Evit skeudennaouiñ e gomzoù e oa bet skignet 10 munutenn kentañ ar film “Michael Collins” (e saozneg gant istitloù e brezhoneg) ma vez gwelet just a-walc’h an emgann feuls a c’hoarvezas en ti post e Dulenn e 1916 etre an emsaverien Republikan hag an arme Saoz. Goude al lodenn-se e oa bet dalc’het ur gentel tañva d’an iwerzhoneg gant Gwenvael Jéquel ma oa bet desket gerioù ha frazennoù diazez. Kendalc’het e oa bet an nozvezh en ur selaou kanaouennoù dispac’hel iwerzhonat evel: The Foggy Dew, The Patriot Game, Get Out Ye Black and Tans… en ur evañ evajoù eus Iwerzhon. Un nozvezh eus ar c’hentañ e brezhoneg ma oa deuet un 30 den bennak.

 

Publicités

Laisser un commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l'aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Photo Google+

Vous commentez à l'aide de votre compte Google+. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l'aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l'aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

w

Connexion à %s